Diwan hag ar Republik : deus ar promesaoù betek an divizoù fetis ?
Dalc'het oa bet emvod-meur Diwan Breizh ar sizhun paseet, ur mare hengounel evit ober ar poent war ar chiffroù. Ha mat int ! Gant tost 5 % ouzhpenn a skolidi er skolioù er bloaz-mañ ha gant rak-chifroù evit an distro-skol a zeu a zo war ar memes lañs, 'zo peadra da vezañ laouen er rouedad kevredigezhel. Met emañ Diwan o c'hortoz, abaoe bloavezhioù, e 'vefe kemeret heñchoù nevez gant ar Republik evit sikour diorenn ar skolioù dre soubidigezh. Gortoz a ra Diwan neuze e vefe lakaet e pleust ar promesaoù graet gant ar c'habaler François Hollande.
Selaouit diouzhtu Anna-Vari Chapalain, ur renerez laouen, da gentañ penn, gant an disoc'hoù muzuliet ar bloaz-mañ.