An ADSMN : an arz da sekour get an dud ansion
Bezañ zo deus an ADSMN (asso de développement sanitaire des Montagnes Noires), ur gevredigezh hag a sikour an dud noajet da chom er gêr ar pellañ ar gwellañ, keit zo gellet, e bro ar C'hastell Nevez.
Ganti 'vo ur sonadeg hag un diskouezadeg e Pleiben 'benn disul. Gant an diskouezadeg 'po digarez d'ober anaoudegezh gant al labour bet graet gant an ADSMN end-eeun. Gant sikour an ARS, ajañs rannvro ar yec'hed, ha renerezh rannvro an aferioù sevenadurel 'oa bet kinniget al labour-mañ. Tud kozh oa bet pedet da labourat war o envorennoù gant 3 arzour : en o zouesk 'oa Rozenn Talek, kanerez ha sofrologourez. 'Mañ gant Marie Laure Groix en RKB.