Prientiñ ar Breved
@@@Ar Brevet@@@.
Muioc'h 'vit hanter kant mil breton yaouank 'vo war ar stern warc'hoazh beure da geñver ar Brevet, Brevet 'vit ar skolajoù. Ar wech kentañ d'an holl tremen un arnodenn ofisiel gant ar skol. Peseurt mod 'zo prientet un arnodenn e-giz-se gant ar re yaouank? 'Ba skolaj Diwan Gwiseni 'zo bet degemeret skolajidi 'zo felle dezho en em gavout asambles 'vit pleustriñ. Selaouomp Sterenn ar Gall hag Irvin Bloñs 'oa o labourat aketus gant kamaleded ha kelennerien. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard///.