Reaj 56 : gober àr-dro an dud yaouank en diasamanted.
Get kuzul departamant ar Morbihan hag ar misionoù lec'hel zo bet lakaet e plas un taol ansi e kornad Pondi hag an Oriant. Kement-mañ evit sekour get an dud yaouank zo e-maez ag ar gevredigezh, hag o lakaat da gemer perzh er vuhez en-dro. Àr meur a dra vez labouret èl ar yec'hed, ar stummadur micherel, pe an aotre-bleniañ. Ur skol-vleniañ kengred zo bet savet iwez.
Domitille André a laboura e mision lec'hel Pondi. Emañ doh mikro Yaëlle ar Mouel.