Nedeleg e Republik Tchek
Emañ gouel Nedeleg é tostaat.
Ur gouel hag a vez lidet er bed a-bezh get ar gristenion. E Republik Tchek vez an digarez da dremen ur prantad bourrus get ar familh. Hiroc'h eo ar fest evit e Frañs iwez ker e vez tri devezh dilabouret, adal ar 24 betag an 26 a viz an azwent. Lenka Liberska a zo ur vaouez yaouank daet a Republik Tchek da labourat da Bondi e-pad ar blezad-skol. Displeg a ra deomp en he yezh pegen talvoudus ha pouezus eo ar gouel-mañ eviti hag he familh.