Abadenn Nnn 180 a : Lizher ag ar 14.01.1917
Abadenn Nnn 180 a
Lizher ag ar 14.01.1917
Lec'h : Rollot.
///Eh on é tonet ag an overenn, hag em eus kavet an Ao. Jaouen, ni AbAlor... Louis a gas ur gartenn din... E'it ar vugale, ne vo ket diaes deomp en em glevet... Ar vamm en devez nebeutoc'h a basianted evit an tad... An tad a vez rustoc'h e'it kastiziñ, met pasiantoc'h... E'it an avaloù-douar : ne ouian netra diàr ar rekisision-se... Nend on ket bet ken eürus e-pad an daou gouiañv arall. Graet em eus ur goulenn c'hoazh evit monet èl sekretour get ar c'homandant... Un den mat, kristen ha troet-mat a-du get traoù Breizh... N'em eus klevet komz a netra diàr-benn ar varteloded kozh... Met setu, hir hir eo ar brezel... Gwelet em eus ar c'henderv Moigneu dec'h. Ne gomzan ket mui dezhoñ ac'hanoc'h nag ag ar vugale... Ho kariñ a ran èl ma menon. Pep a vok da bep unan ac'hanoc'h ho-pemp.///
Gouiañv kriz ha kalet a zo, memp e Breizh. Lezenn Dalbiez atav (affectation spéciale) : labourizion al luzinioù kaset àr-dreñv ; ar re a chom àr an talbenn a gav direizh a-walc'h ar sistem. Kreskaat a ra an argant da arru etre daouarn an dud.