Abadenn Nnn 173 b : Lizher ag an 23.12.1916
Abadenn Nnn 173 b
Lizher ag an 23.12.1916
Lec'h : e-kostez Montdidier (Oise)
///Gwir eo, ema ker rac'h an traoù ! . Ret eo da Huénel kompren ne c'hellen ket kas dezhoñ ul limajenn arall...Na brenit 'met an nebeutañ a c'hellit traoù soudardek d'ar vugale. Ar brezel nend eo ket un dra enorapl, ha bout soudard a zo ur c'hleñved... Prenit ur voutailhadig encre à polycopier pour gélatine... Komz a raer a beoc'h àr ar gazetoù. Ur merch mat eo an dra-se... Me a gred ema blez an distag e vo ar blez nevez... Hir e vo bet an disparti evidomp, met ivez nebeutoc'h a zaeroù hor bo skuilhet... Deiz ar peoc'h a vo kant gwezh dousoc'h aveidomp-ni... Ni a gemero hor c'harantez lec'h ma ni 'boa hi lesket e miz Eost 1914...///
Ar brezel : ur barantezenn a-dreñv ar vagoar savet get Loeiz en-dro dezhañ evit e surentez-eñ; soñj un den mennet groñs; soñj un den n'eo ket ken spiswel-se anezhañ. Brikolaj : ober liv da skriv ! .