Adnevesaet eo bet ar lec'hienn BreizhVOD.
Tri blez 'zo oa bet savet ar lec'hienn internet-mañ get Dizale, da reiñ an tu d'ar sellerion da breniñ filmoù a-bep seurt e brezhoneg. Ur sistem koumanant miziek a zo bet ouzhpennet a-c'houde dec'h, ha dre-se e c'hello an dud paeiñ ur sammad bep miz ha sellet doc'h an holl draoù kinniget àr ar lec'hienn. Dre ar redadeg e oa bet argantaet ur lodenn ag ar raktres-mañ. Gouiamp pelloc'h get David Huilizen, é karg a BreizhVOD ha Samuel Julien, renour Dizale. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.