"Fraternité" : degemer ar repuidi e Douarnenez.
Ganet 'oa al luskad hag ar gevredigezh "Fraternité" bloaz 'zo pa 'oa bet anv degemer repuidi e Bro Douarnenez. Aozet 'zo bet gouelioù ha darvoudoù liesseurt da ziskouez 'oa a-du un toullad tud da zegemer repuidi, da wel ar pezh a c'heller ober evito. Disadorn 'oa dalc'het ur mell gouel e-kreiz-kêr Douarnenez da lidan ur bloavezh a labour. Selaouomp hiroc'h gant Solenn Georgeault, perzh 'barzh "Fraternité". Respontet he deus da Gatell Uguen.