Dastum arc'hant a-enep an naon 'ba Burkina!
Sec'hoc'h sec'hañ eo an amzer 'ba hanter noz Burkina-Faso, dreistholl ar bloaz-mañ. Koulskoude 'zo kouezhet kement a dour hag ar bloavezhioù tremenet, met dindan nebeutoc'h a devezhioù. Neuze eo distrujet an trevadennoù. Ar re 'zo o chom pell eus al lennoù, e diabarzh ar vro, 'neunt mil boan: ar peuled da skouer, ar bastored. Gant an Unicef hag an ONU 'zo roet lañs d'ur sav-arc'hant 'vit sikour an dud 'bar vro mañ. Ar gevredigezh, eus Landerne, anvet Mignoniaj Bam-Breizh" 'gemer perzh 'bar sav arc'hant mañ. Selaouomp unan eus e izili, Herri Morvan, o tisplegañ 'pezh a c'hoarvez eno, 'ba hanter noz ar Burkina, gant ar peuled. Gant Erwan Blanchard.
Neuze 'zo roet lañs d'ur sav-arc'hant. Gall 'reer kas chekennoù d'an MPT, plasenn François-Mitterand 'ba Landerne.