Fest an Huma Breizh vo savet a-hed an dibenn-sihun e Lann ar Ster.
Setu ur darvoud gortaet braz get stourmerion an tu kleiz hag an tu kleiz pellañ. Daou zevezh fest get sonerezh ha tabutoù politikel. Donet a ray dre skwer Pierre Laurent, sekretour ar Strollad Kommunour (PC) a-live Frans da lakaat ar gaoz àr ar prantad kabaliñ evit an dilennadegoù prezidant. Get izili ar PC eo bet chwajet souten Jean-Luch Mélenchon 'benn 2017. Hag a-fed sonerezh e vo arvestoù get ar gumpagnunezh Jolie Môme, Sanseverino pe c'hoazh Alambik Electrik. Gouiamp pelloc'h a-ziàr ar fest-mañ get Jo Rio doc'h mikro Yaelle ar Mouel.