Berzh a ra « Les Vendredis Classiques » e Sant Inan.
Setu pevar blez'zo bremañ e oa bet roet lañs d'ar festival-mañ get ar gevredigezh Finambulle, a dolpa tud yaouank dez c'hoant lakaat buhez er gumun. Kement-mañ da zigas sonerezh tost doc'h an dud ha da annezidi Sant Inan bep gwener ketañ ar miz. E 2014 e oa bet priziet an darvoud get ar gevredigezh Familles Rurales. Ne vez ket mui kinniget sonerezh klasel hepken mes abadennoù sonerezh hengounel pe mesket get lizheradur iwez. Hag ar blez-mañ e vo aozet ar sonadegoù e mirdi an tredan e Sant Inan. Ur feson da ledanaat c'hoazh an dachenn. Selaouamp pelloc'h get Kristof Guilloux, prezidant ar gevredigezh Finambulle. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.