Henriot Kemper : war hent an teknologiezhioù nevez
Jean-Pierre Le Goff 'zo patron nevez ar feihañserezh Henriot 'ba Kemper abaoe an hañv tremenet. Eñ 'zo e penn un holding a sav bagoù hag a zo arbenniket war ar c'hoñsevadur dre an urzhiataer. CAO 'vez graet eus-se e galleg. Divizet 'neus ober kement all 'ba Henriot, un embregerezh a oa chomet betek henn gant boazioù kozh an ober gant an dorn, penn da benn. Ar CAO a lako ar faienserezh da gounit amzer hag arc'hant hep cheñch ar broduerezh, a chomo hengounel.
Implij an teknologiezhioù nevez a vo spletus ivez evit gweladennerien ar feilhañserezh hag da re an daou mirdi eus Kemper a ziskouezh pezhioù feihañs. Jean-Pierre Le Goff 'n eus lakaet ar re-se er jeu, hag ivez skol an arzoù-kaer, evit sevel ur raktres tro-dro d'ar "realité virtuelle". Raktresoù e leiz 'ta a blij kalz da Marc Andro, eil-prezidant Kemper-Kumuniezh, e karg eus an ekonomiezh