Hiziv 'zo bet roet lañs d'an Vro Vreizh àr velo e Gwened.
Da greisteiz o deus loc'het kuit ar rederion a Wened. Degouezh a rint e Gwened iwez àr-lerc'h bout redet dre greiz ar Morbihan. Pevar skipailhad àrn-ugent a gemera perzh en darvoud pezh a ra kant pevar reder ha daou-ugent àr an hent. Jo Gwegen, prezidant komite marc'h-houarn breizh a lâr deomp peseurt talvoudegezh deus ar rederezh-mañ evit ar rederion yaouank, ha piv zo gortozet ar blez-mañ.
setu disoc'h ar pennad-hent ketañ. E penn emañ arru ar breizhad Sebastien Le Montagner a gemer perzh e skipailhad rederion dibabet get komite breizh belo.