Eil tro rakdilennadegoù an tu-dehou hag ar c'hreiz
'Benn disul 'vo eil tro ar « primaires » en tu-dehoù, da aozañ an dilennadegoù prezidant, evel 'oar pep hini. François Fillon 'ni 'oa arru e penn disul diwezhañ, hep ne ve bet gortozet, hag Alain Juppé da eil. O-daou a'n em gavo an eil a-dal d'egile 'benn disul 'ta. Amañ e Breizh eo splannoc'h c'hoazh perzh kaer Fillon. Herve Guelou, maer LR Plufur e bro-Dreger, zo gant Fillon abaoe ar penn kentañ. Hemañ 'oa un' deus ar re 'devoa roet o sinatur d'ar c'hentañ ministr kozh, 'touesk pemp kant a dud dilennet, dezhañ da c'hellout mont war ar renk er primaires. Pelloc'h 'lâr deomp deus mikro TK, ha da stagañ ganti, petra zo ispisial en departamant Aodoù An Arvor.