Un devezh eskemm ha labour oa savet get Diwan diraou en Oriant.
Bodet e oa bet ar skolaerion hag ar re hag a zo er greizenn Kelenn é teskiñ ar vicher. Pal an devezh oa labourat dre strolladoù a-ziàr ar programmoù skol nevez ha pa vo lakaet e plas ar c'helc'hioù nevez 'benn an distro-skol é tonet, da lâret eo e vo lakaet ar CE2 er c'helc'hiad 2 àr un dro get ar CP ha CE1 hag ar c'helc'hiad 3 a vo adal ar CM1 betag an 6vet klas. An digarez oa bet iwez da eskemm a-ziàr ar vicher skolaer e pep skol ha dreist-holl komz ag ar liammoù da grouiñ ha da grenvaat get kerent ar vugale. Anna-Vari ar Rouz ha Patrica Chorlay-Henot, kuzulierezed pedagogel e ti Diwan o deus displeget hiroc'h da Yaelle ar Mouel.