E 1923 eo kroget ar familh Furic gant ar fritur er Gelveneg er vro Vigoudenn
Tost kant vloaz war-lerc'h e talc'h ar boestoù mir d'ober berzh, pe vefent gwerzhet dindan anv "beg Penmarc'h", pe "kompagnunezh breizhad ar pesked". Ouzhpenn ar brili, ar sardin, an toun hag ar soubenn e werzh ivez ar stal boestoù bras. Hiziv an deiz e vez implijet 60 a dud e Sant Wenole gant ar stal Furic; un embregerezh hag a zalc'h da ginnig d'an dud boued deus ar vro ha labour dorn. Hiroc'h gant Sten Furic, e penn an embregerezh "kompagnunezh breizhad ar pesked". Er bloaz-man en-dro e kinnig "kompagnunezh breizhad ar pesked" boestoù "collektor". Un arzourez deus Pont 'n Abad n'eus graet livadenn ar boestoù, hag e-barzh e kaver sardin deus ar c'hentan, dibabet ha fardet er c'houlz gwellan deus ar bloaz, e miz Eost.
Respontet n'eus da Gatell Uguen.