Lojeris sokial a-bep seurt e Gwengad.
Gwengad 'zo ur gumun vihan e bro Gerne, savet etre Kemper ha Douarnenez. O vezan dek kilometrad deus ar gÍr vras ha deus an aod war an tu all eo Gwengad ur gumun a glask kreskin ha diorren. Nevez 'zo eo bet prenet un dachenn eno gant an OPAC, ofis al lojeiz sokial e Bro Gerne. TachennoØ 'zo e gwerzh c'hoazh, 65 euros ar metrad karrez dezho, tiez 'zo ivez, da brenan ha da feurmin. Gant al lodennaoueg nevez-man o sevel, o deus spi kuzulierien Gwengad e teuio familhoØ d'en em stalian hag e vo roet lans en-dro d'an ekonomiezh er gumun. Selaouomp pelloc'h gant Gilbert Hemon, eil-vaer e-karg deus an tiez e Gwengad. Respontet n'eus da Gatell Uguen.