Yannig Kerlogod, é karg ag ar brezhoneg ha gallaoueg en departamant.
Dilun 'oa bet embannet gant prezidant kuzul departamant Aodoù an Arvor, Alain Kadeg, 'oa savet un dileuriadur war yezhoù ha sevenadurioù ar vro, da lâret eo war-dro d'ar brezhoneg ha gallaoueg. Yannig Kerlogod, kuzulier departamant emren, 'maez strolladoù politikel, 'ni eo bet fiziet ar garg-mañ ennañ. 'Mañ o vont da genlabourat gant an Aotroù Simelière, bezprezidant an departamant e karg deus ar sevenadur. Evit ar wezh kentañ en Aodoù An Arvor 'vo deus ur post e karg deus ar brezhoneg ha gallaoueg. Yannig Kerlogod e-unan a lâr deomp petra eo ar garg nevez-mañ en departamant Aodoù an Arvor. gant Tugdual Karluer.