Re nebeut a implijidi a labour gant TES
Diskrog-labour 'oa e TES, Ti-Embann ar Skolioù, dec'h. Krouet 'oa bet TES un ugent vloaz zo bremañ 'benn pourchas levrioù ha danvez pedagogel e brezhoneg d'ar skolaerien ha kelennerien. 'Mañ TES perzh a live Frañs e Canopée, bet CNDP, kreizenn vroadel a danvez pedagogel. Goul' 'ra an implijidi ma vo dalc'het gant postoù zo, dreist-holl pa zo re nebeut dija. Hag en tu-hont da se bezañ kelaouet deus an divizoù en o c'heñver. Bet eo TK e TES evit ar beure, e Sant Brieg. Muioc'h a displegadennoù gant an implijidi 'ta. Ha da gentañ, selaouomp Riwal Georgelin, grafour, ouzh mikro Tudual Karluer.