"La grande tétée" 'vo lakaet war wel ar rein bronn d'ar poupigoù 'benn 'sizhun all
Sihun bedel ar reiñ bronn a vo adal disul.
Ar pal eo lakaat ar gaoz àr ar feson da vagiñ ar bouponed ha reiñ titour a-bep seurt a-ziàr ar reiñ bronn. Àrlané, e-korv ar COP 21 e oa bet diskwezet penaos emañ ar reiñ bronn un dra padus, ha pa zigasa ar laezh-mamm traoù mat d'ar bouponed, ha p'emañ marc'had-mat, ha doujus d'an en-dro. Ar liamm etre ar c'hrouedur hag ar vamm a zo don ha kreñv iwez. Annaig Rizio-Joannic deus ganet ur mab blez 'zo, er magiñ a ra c'hoazh get he laezh. Hiroc'h he deus kontet da Yaelle ar Mouel.
'Benn disul e vo savet "la grande tétée" e Frans a-bezh. Un emgav a vo e Roazhon, e Montroulez, hag e Kemper. E Kervigneg e vo un dolpadenn iwez get ar gevredigezh "La voie lactée".