en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

An dilennadegoù prezidant 2012 : un diviz publik 'ba Kemper (1)

An dilennadegoù prezidant 2012 : un diviz publik 'ba Kemper (1)

ha gant Lionel Buannic (Brezhoweb) Lodenn 1 : an ekonomiezh hag an aferoù sokial Un diviz publik e brezhoneg, d'ar meurzh 10 a viz Ebrel, 8e30-10e30 noz Aoditorium ar vediaoueg, Kemper Penaos en em dennañ eus an enkadenn archant hag ekonomik ? Peseurt politikerezh evit al labour hag ar goproù ? Penaos dont a-benn da vevañ ma welomp koust an energiezh o kreskiñ ? Selaouit ar respontoù degaset, e-pad un eur, gant : - André Le Gac, bet kuzulier departamant e kanton Daoulas (Evit Jean-Luc Mélenchon (FG) ; - Hervé Guélou, maer Plufur (UMP - evit Nicolas Sarkozy) ; - Marc Andro, eil-maer Kemper (PS - evit François Hollande) ; - Daniel Hascoët, eil-maer Ploneour-Lanwern (Modem - evit François Bayrou) ; - Yann-Fañch Kerneis, kuzulier-kêr Plouzane, kuzulier BMO (EELV - evit Eva Joly) ; Ar Front National (Marine Le Pen), Debout la République (Nicolas Dupont-Aignan), an NPA (Philippe Poutou, LO (Nathalie Arthaud) ha Solidarité et Progrès (Jacques Cheminade) no deus ket respontet dar bedadenn zo bet kaset dezho.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio