en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Stephan Zweig adieu l'Europe

Stephan Zweig adieu l'Europe

SIN-160930-STEFAN ZWEIG, ADIEU L'EUROPE.docx STEFAN ZWEIG, ADIEU L'EUROPE Ur film sevenet gant : Maria Schrader (2016). Gant : Josef Hader, Barbara Sukowa (1e46). Ema Stefan Zweig ur skrivagner aotrichian hag en deus laosket e hanw en Istor. Un oberenn liessort, enni rol an Istor war an dud. Barzhonegoù, danevelloù (Amok, 1922 ; Vingt-quatre heures de la vie d'une femme, 1927 ; Le joueur d'échecs, 1942), romantoù (La pitié dangereuse, 1939), ha buhezskridoù helaezh, evel re Fouché, Marie-Antoinette, Marie Stuart... Tro en doa bet da veajiñ kalz, e Europa hag e Amerika. Yudew e oa gant e familh, mez desavet heb ur sevenadur yudew. A-gaoz d'e hanw nawazh e oa bet red dezhañ kuitaad e vro pa greske an nazizm en Alamagn ha tro-dro. Un European gwirion e oa anezhañ. Anavoud a rae meur a yezh ; mignon e oa bet gant Romain Rolland, Richard Strauss, Emile Verhaeren. Anavet en doa Sigmund Freud, Rudolf Steiner. Evitañ e oa an Europ lec'h ur sevenadur liessort pinvidig mor, hag un drama personel e oa dezhañ gweled e oa an Europ-se edan soliñ a-gaoz da daolioù sod an nasionalizm, ar broâdelouriezhoù "pestuz", evel ma lâre. Diskoueziñ a ra ar film diwezhañ bloazadoù Stefan Zweig, goude ma en doa kuitaet an Europ e 1936, pa oa honnañ é sankañ donnoc'h-don e hentoù louz er brezel. Beteg Amerika e oa waet, New-York, Rio de Janeiro, Buenos-Aires..., lec'h ma veze kouviet d'ober prezegennoù diwar e oberennoù, rag brudet braz e oa er bed a-bezh. Neuze e veve gant e sekreterez, Lotte. E vaouez kentañ, Frederike, ne grede ket e vehe bet dañjeruz chomel da vevañ en Alamagn nevez. Mez a-benn ar fin he doa gellet achap ive, hag en em gavet o doa Stefan ha hi e New-York un herrad. Ur film difonn a-walc'h eo, hag a laosk an arvester da santoud pegen dipitet e oa bet an den gant an distruj meur a wele war e gevandir-orin : Europa. Labourad a rae memestra, é skrivañ ataw, daet da voud skuizh gant e veajoù didermen ha soursiuz ive gant kleñved falloc'h-fall e vaouez yaouank. Evitañ e oa Europa é koll hec'h ene er brezel-se. Hag ar pezh henn digalonekae ar muiañ marse, a oa gweled e vignoned kozh, evel Emile Verhaeren, akord gantañ e-raog ar brezel, boud debret bremañ gant ar gâsoni d'o zro. Gouest eo ar brezel, siwazh, da vezwiñ meur a spered, zokén ar re disparlañ ! Mantret e oa é weled pegen tàer e c'hell an denelezh boud. E ziwezhañ levr, Le monde d'hier. Souvenirs d'un Européen, a ziskouez pegen kàer he dehe gellet Europa boud pa vehe bet emglew etre he fobladoù, kentoc'h eged feulster ha vileni. Setu aze ur levr hag a son nevez a-walc'h, pa welomp hiziw pegen treud ema daet ide an Europ da voud e-mesk ar poblañsoù european. Setu perag marse e ta c'hoant d'an dud lenn oberennoù Stefan Zweig en-dro. Evid kloziñ e laoskin ar gaoz gant Mathieu Slama, am eus kavet e skrid war Figarovox. É komz ag ar film e skriv kement-mañ : "Ar vrasañ enkadenn a labour Europa a-c'houde degadoù n'eo ket politikel, ekonomikel pe ensavadel (institutionnelle) hebkén. An heni vrasañ a denn douzh ar speredelezh. Ema an enkadenn-se er choaz terrubl a vez roet d'ar pobloù european, pand eo goulennet gante boud akord gant ur ragtres ollvedel diouzh un tu, ha dilezel o c'humuniezhoù difer, o broâdoù. An unvaniezh european, ardivink ramzel evid produañ droed ha normoù, ne vez ket chalet gant ene an Europ na heni ar broâdoù. Ne gont eviti nemed an heniennoù hag an embregennoù prevez. N'ema an dra-se nemed nac'hañ an denelezh evel mand eo bet savet a-c'houde milvloazadoù, da lâred eo e stern kumuniezhoù dishañval." Lârit din : n'eo ket ag ar Frañs ema Mathieu Slama é komz amañ kentoc'h ? Jean-Claude Le Ruyet.20160930d.180E.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio