en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Un trail da gizidikaat an dud war o mod da vont gant an hent

Un trail da gizidikaat an dud war o mod da vont gant an hent

Hudu e krog "Mizvezh ar surentez war an hentoù" 'ba Plougerne. Betek fin miz Here 'vo kinniget meur a oberenn: fenoz, da skouer, 'vo skignet ur film sevenet gant Coline Serreau, anvet "Tout est permis", 'bar vediaoueg. Warc'hoazh c'hallo an nep a gar mont da gemer 'perzh 'ba ur pleustradeg war ar mod da lakaat 'maez eus an otoioù tud 'neunt bet ur gwalldarvoud pe 'ba atalieroù diwarbenn ar surentez war an hentoù. Dreistholl eo aozet, 'kerzh fin ar sizhun mañ, 'vit an trede gwech an trail anvet "Challenge evit Owen" war hentoù Plougerne. Owen 'oa ur paotrig 14 vloaz 'oa lazhet war an hent pevar bloaz 'zo. An trail 'zo bet savet evit skoazell ar gevredigezh "La route en toute conscience" a glask lakaat an dud d'en em sonjal war o mod da vont gant an hent. Displegadennoù gant Marie Morvan mamm Owen, 'ra war dro an trail. Gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio