E gwerzh eman iliz Sant Erwan e Brest
O paouez bezan lakaet e gwerzh emañ iliz Sant-Erwan e karter Quizac e Brest. Un iliz 'oa bet savet gant eskopti Kemper e penn kentañ ar bloavezhioù 70, p'emañ tost an holl ilizoù perc'hennet gant an tiez-kêr abaoe 'oa dispartiet an Iliz eus ar Stad. Ar wech kentañ eo 'zo lakaet en gwerzh un iliz e Penn-ar-Bed gant an eskopti. Selaouomp Jean Miossec 'neus bet laret an oferenn e iliz Sant-Erwan e fin ar bloavezhioù 90. Ur pennad gant Erwan Blanchard.