Bilañs an douristelezh 'ba Kemper
Eman fin an hanv o tont daoust m'eo brav an amzer er vro er mare-man c'hoazh. Ur bilans pozitivel evit ar c'houlzad a zo bet embannet gant Rannvro Breizh; an eil rannvro ma plij d'an douristed dont e Frans goude bro Brovence. 62% deus ar gonversanted a labour e-pad an hanv er pretioØ, letioØ hag all o deus ur sell positivel war an div vizvezh tremenet, dreist holl evit miz Eost.
E Kemper eman ti an douristed o paouez ober un tamm bilans ivez ha kalz a dud a zo deuet da vro Gerne en hanv-man setu m'eo laouen mat ar re a labour a drugarez d'an douristed.
Selaoump Annaig Loisel hag a zo hencherez hag a labour evit ofis an douristed e Kemper. Respontet he deus da Gatell Uguen.