Labourioù 2x2 hent vo àr an RN 164.
E kreiz Breizh zo krog pell zo da vrasaat an hent broadel 164 etre Kastellin ha Menezalban, en ur dremen dre Garaez, Rostrenn ha Loudieg. A-blasoù vez 2x2 hent, met n'eo ket penn-da-benn an hent. Evit darn eo un dra ret-holl ober kement-mañ evit diorren ekonomiezh ar vro. Evit darn all 'vat eo koll arc'hant ha distrujiñ ar vro. 'Mañ da dremen dre dachennoù naturel gwarezet da skouer, ha ne vez ket darempredet kement-se, d'o ali.
Jean Yves Philippe, prezidant kumuniezh kumunioù kreiz Breizh, zo unan deus difennerien ar raktres. Lâret 'ra deomp petore talvoudegezh zo o vrasaat an hent, evitañ. Gant Tugdual Karluer.