Kemper : ur priz lennegel e brezhoneg get an ti-kêr.
Evit ar wech kentañ e kinnig kêr Gemper ur priz lennegel e brezhoneg. Tem ar c'hêrioù a zo bet dibabet er bloaz-mañ, e-giz ar priz e galleg bet tapet gant Clara Arnaud evit he levr "L'Orage".
1500 Euros a zo da gaout evit ar priz lennegel e brezhoneg, a-benn broudañ ar skrivagnerien da ginnig dorn skridoù n'int ket bet embannet c'hoazh. Betek fin ar bloaz 'zo 'vit kas ur skrid faltazi diwar-benn kêr, setu 'pezh a zispleg deomp Vefa Gwenegan, kargadez evit ar brezhoneg e ti-kêr Kemper. Respontet he deus da Gatell Uguen.
Ar fichennoù enskrivañ a gaver war lec'hienn internet kêr Gemper hag ar skridoù a zo da gas da prix.litteraire@quimper.bzh