Toni Erdmann
SIN-160902-TONI ERDMANN.docx
TONI ERDMANN
Ur film sevenet gant : Maren Ade (2016).
Gant : Peter Simonschek, Sandra Hüller, Michael Wittenborn (2e42mn).
Ne ouian ket mui piw an den en doa skrivet e kâsae-eñv ar familhoù. Ar familhoù, setu un ijinadenn (un ijinadenn ag an Natur, evel-just) e karehe lod en em zizober anezhi. Beteg bremañ e ta peb unan er bed diwar un tad hag ur vamm. Gwir evid ar loened ive, zokén gant re a véw er mor, balumed, delfined da skwer. Sañset e vez d'an tad ha d'ar vamm soursïal douzh kreskaad ar re vihan (d'ar mammoù liesoc'h eged d'an tadoù, douzh a seblant). Da gomañs e rank ar gerent ober peb tra evid ar pouponigoù, o magañ, o gwalc'hiñ (o zorchañ, a lâro lod), o moumouniñ, o c'hajoliñ, prezeg doute evid roiñ dezhe ur yezh bennag (o heni ez-naturel, nemed e Breizh goude ar brezel diwezhañ !). Tamm ha tamm, a-nebeudigoù, e tap ar vugale muioc'h-mui a zizepantiz, doned a raont da voud emren ive, beteg boud brazarded gouest da roiñ buhez d'o zro ha da c'henel bugale, hag evel-se gant an denelezh ad vitam eternam.
Mez a-wael, ra chomo ar gerent un tammig pell a-zoc'h o bugale pa vo ar re-mañ gant o buhezioù ! Siwazh, tadoù ha mammoù zo n'hellont ket distagañ a-zoc'h o re vihan daet da vrazarded. Peadra da ampouezoniñ ar re-mañ. Gwir eo, evid ar gerent, daoust dezhe daet da voud kozh, e chom o bugale o bugale o buhez pad. Evid mammoù zo a anavan, ouzhpenn pewar-ugent vloaz dezhe, e komzont douzh o merc'hed pe douzh o faotred tri-ugent evel pa veze ar re-mañ gant o femp ploaz ! "Lakait ho jiled, anoued ho po !"
Ur skwer a gement-se, pe dost, a welomp er film. Ema Ines ur plac'h, reud en he labour, resiz, difrom, karget a lakaad an embregennoù e labour evite, da skarzhañ labourerion diouzh rekiz (lâred a ra "ermaeziañ"). E Bukarest e labour, kuzulierez ampart eo-hi evid un embregenn alaman. Warni e vez gwelet n'eo ket mignonez Epikur : dilhad strizh, blew dalc'het mat, un dihunell en he fenn dalc'hmad, ha nebeud a fent ganti en he beg. Daet he zad, kelenner arruet war an oad, gant ar soñj moned da weled hag eüruz eo e verc'h. Ha setu-eñv arruet trumm du-se ha daet da lakaad buhez honnañ da dreñkañ hardizh. E-kontrel diouzh e verc'h ema hennañ ur farser touet, na c'hell ket parraad a lakaad ur rezad-dent heuguz, perrukennoù kuriuz pe mourrennoù kazh evid distabillaad an dud. Evel-just, etre an daou voud-se, hag en em anav nebeud, a-benn ar fin, e vo stourm ha troioù kamm, a-berzh an tad dreist-oll. Klask direutaad e verc'h ema Toni. Mez ba'n taol fin ne ra nemed diaesaad he labour, he lakaad d'ober konirïoù. Krediñ a rae marse e c'hell an den lakaad ar re arall da chañch, a pa vehe e vugale daet da voud braz...
Displijuz em eus kavet an tad, ur gwir ampouezon evid e verc'h. En em c'houlenn a raen da betra e kasehe e farsadennoù groz. Groz ha direzon, diseven zokén pa'n em lakae da lâred traoù dibouell da chef Ines. Mez dreist-oll, ar pezh am lakae da gounnariñ un tamm war ma c'hadoer oa c'hoant an tad da chañch buhez e verc'h : evidin ne oa ket e labour kén. Pas evel-se d'an nebeutañ. Nawazh eh on bet tapet gant mousfent ar film, ha n'eo ket gant e vousfent hebkén : tapet em eus ur bourd er fin, rag skenennoù farsuz braz zo e-barzh. Ne gomzin ket anezhe, rag aze ema pebr an istoer.
C'hoarzhed a raomp, daoust da vomantoù hirig. N'eo ket sur ema daet Toni da benn a lakaad Ines eurusoc'h. Mez en em gavet o deus an daou-se e-pad ur prantad dic'hortoz, ha kit da ouied penaoz e troo an traoù goude-se...
Jean-Claude Le Ruyet.20160902d.176E.