en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Déesses indiennes en colère

Déesses indiennes en colère

SIN-160909-DEESSES INDIENNES EN COLERE.docx DÉESSES INDIENNES EN COLÈRE Ur film sevenet gant : Pan Nalin (2015). Gant : Amrit Maghera, Rajshri Deshpande, Pavleen Gujral... (1e43). Douzh a seblant e vez produet ur yuc'h filmoù e Bro-India, e Bollywood. Anavet eo ar ger-se bremañ. Doned a ra ag ur meskaj etre Bombay ha Hollywood, mez n'eo ket ur lec'h resiz, evel en Amerik, kentoc'h hanw ar sinema indian a-vremañ, enrollet en hindïeg. Nawazh ne vez ket gwelet kement-se a filmoù indian dre-amañ, rag ne oa ket, beteg bremañ, filmoù hag a blije kalz d'hon broioù-ni. Mez komprenet o deus Indianiz e talveze ar boan respetiñ patromoù zo (da skwer un hirder jaojabl) evid gelliñ boud skignet e salioù ar bed a-bezh. Ha setu ur film fiskal, kourajuz, rag komz a ra a lec'h ar merc'hed er gevredigezh indian. Daoust d'ur vandenn-vrudañ manket un tammig, e chomo ar film-mañ evel ur film kreñv e istor ar sinema er vro bobleg-se. A-benn deg vloaz e vo muioc'h a dud e Bro-India eged er Chin (ur miliard pewar c'hant milion). Soñjit ne oa ket 'med ur pewar c'hant milion bennag e 1960 : ar pezh a sinifi eh eus bet ur miliard ouzhpenn e-korf an hanter c'hant vloaz goude ! E Bro-India e vez diaez d'ar merc'hed kavoud ur lec'h a-feson er gevredigezh, daoust ma vez roet ur lec'h kàer a-walc'h dezhe gant ar relijionoù eno. Rag doueezed helaezh zo, ha gallouduz. Hag enoret kredabl hiziw c'hoazh. Mez ne vern : ar merc'hed n'hellont ket ober ar pezh a garont ataw. Ken desket hag ar baotred e c'hellont boud koulskoude, ken ampart ive. Kavet e vez maouezi e penn embregennoù zo. Lod a vez gwelet war an talbenn evid strewiñ ide an ekologiezh war-raog. Mez evid traoù zo e kavont diragze diemlusk (inertie) ar gevredigezh, ar pezh nad eo ket souezhuz : daoust da Vro-India boud un demokratiezh evel ar Frañs, e vez diaez d'ar maouezi boud ingal d'ar wazed ataw, tre evel amañ. Er film e vez gwelet merc'hed, yaouank a-walc'h evid an darn vuiañ anezhe, é talañ douzh gwazed, en o labour pe er ru, evid boud respetet gante. Ur liamm zo etre oll ar merc'hed-se : anavoud a raont ur vignonez dezhe he deus o c'houvïet da voned da dremen un nebeud deizioù en he c'hompagnunezh, heb lâred ar perag. Ha setu neuze an dud-se é vevañ kevred hag é klask toullañ ar mister. Perag enta he doa c'hoant o mignonez d'o gweled oll tolpet en-dro dezhi ? Mez asamblez e ta c'hoant dezhe da gontiñ d'ar re arall o buhezioù dishañval, o c'harantezioù, o diaezamantoù, o c'hoantoù, o hunvreioù. Tamm ha tamm e raomp anavoudegezh gante oll, ha gweled a raomp ar strivoù a raont evid chomel tolpet, daoust ma ne vez ket aez ataw chomel laouen e-mesk an dud noz-deiz. Ha diaesoc'h marse c'hoazh pa vez an dud-se mignoned deoc'h, hag a anav hoc'h istoer mui pe vui dija. Beteg un noz ma tro an traoù en ur mod dic'hortoz-kàer, pa oa bourrapted beteg neuze... Setu ar pezh a lâre sevener ar film, Pan Nalin : "Ema ar bed ur c'hatastrof hag a zo bet graet gant ar wazed dreist-oll. Int o-hunan o deus savet ar relijionoù, ha dreist-oll ar brezelioù. Mall braz eo bremañ roiñ o lec'hioù hag o chañsoù d'ar maouezed. Daw eo chelaou douzh o istoerioù, e peb lec'h er bed, hag e Bro-India muioc'h c'hoazh. Mez n'eo ket ur film eneb d'ar wazed. N'eo ket 'med ur strolladig merc'hed hag a ra ar pezh a raont ataw pa'n em gavont asamblez : komz a draoù pouezuz evite." Mall eo, ya, da'm soñj ive, ma krogo ar maouezed e aferioù ar bed. Amzer a-walc'h hon eus bet evid gweled penaoz ema daet an douar da voud edan beli dibartaj ar wazed... Jean-Claude Le Ruyet.20160909c.177E.
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio