Chantieroù evit ar re yaouank e Pondi.
Setu un dra-nevez lakaet e plas get ti-kêr Pondi e-pad an hañv. Ur c'hontrad eo hag a vez sinet get an ti-kêr ha get tud yaouank, etre 14 ha 17 vlez. Labourioù a-bep seurt oa d'ober e servijoù an ti-kêr èl labourioù livañ pe c'hoazh renkañ ar levroù er levraoueg. En eskemm hag o amzer-labour eo bet roet argant chakod d'ar re yaouank : 5 euro an euriad. 45 den yaouank o deus kemeret perzh en oll. En o mesk, Pialat Louis, 15 vlez. Selaouamp doc'hti doc'h mikro Yaelle ar Mouel.