Forom ar c'hevredigezhoù e Gwengamp
Digwener 'oa forom ar c'hevredigezhioù e Gwengamp, e tachenn gKergozh. Digarez da bep hini da c'hoût deus ar pezh 'vez kinniget er vro, pe vez war dachennoù evel ar sportoù, an dañsoù, ar muzik, an deskiñ yezhoù, pe sikour an dud dalc'het en o c'horf, ha me 'oar. Eno 'oa kreizenn sevenadurel Gwengamp o kemer perzh. Selaouomp digant Gi Kerherve, prezidant ar greizenn, petore pouez zo da seurt emgavioù evite. Gant Tugdual Karluer.