Devezhioù hañv "Rannvroioù ha Pobloù Kengred".
Hudu 'vo devezh diwezhañ an devezhioù hañv aozet gant an UDB 'vit ar c'henstrollad "Rannvroioù ha Pobloù Kengred". 'Ban Naoned 'zo izili eus strolladoù politikel deuet eus Korsika, Elzas, Okitania, Katalunia, Bro-Euzkadi ha Breizh a stourm 'vit an emrenerezh, kentoc'h, o labourat war ur programm 'vo kinniget 'kerzh an dilennadegoù 'vo 'benn bloaz. Nil Caouissin, mouezh aotre an UDB, a gonta deomp pegen a-bouez eo seurt emvodoù. Gant Erwan Blanchard.