Gwengamp : an dañs e-kreiz ar Sant-Loup !
Dimeurzh 'oa lañset Gouel Sant-Loup 'ba Gwengamp! Ur gouel 'vit klozañ an hañv 'zo troet war an dansoù: bemdez 'zo kinniget kentelioù dañs hengounel eus Breizh a-bezh. Betek disul 'vo dalc'het ar festival 'zo kenaozet gant Kendalc'h ivez. Yannig Kerlogod 'zo e garg derc'hel liammoù etre ar Sant-Loup ha Kendalc'h a lar deomp pegen a-bouezh eo an dañs 'bar ar festival. Gant Erwan Blanchard.