en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Bagad Cap Caval : Kampion adarre !

Bagad Cap Caval : Kampion adarre !

Bagad Cap-Caval 'zo kampion Breizh rummad kentañ ar bagadoù 'vit an eil gwech eus renk! Disadorn 'ban Oriant 'neunt gounezet kenstrivadeg an hañv, aozet e-kerzh Gouel ar Gelted, dirak Bagad Kemper gant un notenn un tamm mat uhleoc'h 'vit ar Gemperiz: 17,89 'vit ar strollad 'zo staliet 'ba Ploveur ha 16, 78 'vit ar re c'hlazig! Un taol-kaer eus perzh sonerien Cap-Caval 'vel 'zo displeget deomp gant Lors Moal 'zo talabarder 'bar bagad. Gant Erwan Blanchard. Ur familh hag a yaio da gemer perzh 'ba Kampionad ar Bed rummad kentañ ar Pipe Band 'benn fin ar sizhun. 'Ba Glasgow 'ba Bro-Skos 'vo dalc'het ar c'hampionad mañ!

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio