38vet staj brezhoneg ar Falz a vo e Karaez.
Ur staj ur sizhunvezh digor d'an holl, ennañ abadennoù liesseurt. Al luskad sevenadurel breizhek savet gant Yann Sohier e 1933 a zalc'h da aozañ abadennoù bep bloaz ha yac'h eo ar gevredigezh dre ar c'henlabour gant Skol Vreizh. Hiroc'h diwar-benn staj ar Falz gant Yann Ber Kemener hag a ginnigo abadennoù ha kentelioù. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.