Brudiñ ar postoù-labour krouet er vro.
Setu ar pezh faot d'ar gevredigezh Produet e Breizh gober. Estroc'h evit adlerc'hiañ ar produadur neuze met adlerc'hiañ an implij iwez. Hiziv e oa savet ketañ emgavioù an implij get Produet e Breizh hag Interpole en Oriant. Bodet eo bet an antreprizioù ezel deus afer tuta tud. Ouzhpenn hanterkant post-labour oa keunniget hiziv get seitek embregerezh. Tro dro 600 kant a gandidaded oa gortozet. Malo Bouëssel du Bourg, renour Produet e Breizh a zispleg deomp hiroc'h. Doh mikro Yaëlle ar Mouel.