A-bep seurt abadennoù e C'hoariva an Oriant.
Embannet eo bet roll an abadennoù hag a vo e c'hoariva an Oriant adal miz Gwenoloñ.
En termen-mañ emañ skipailhad an c'hoariva é labourat stert evit kinnig an abadennoù ha klask chechiñ an dud. E penn ketañ ar blez en doa Rodolphe Dana kemeret ar lec'h a renour goude Eric Vignier hag a oa chomet renour eno e-pad ugent vlez. Setu neuze ar c'hetañ roll savet getoñ hag e skipailhad ha gortaet braz e oa. Peder abadenn ha pevar-ugent a vo, èl c'hoariva sur-walc'h mes iwez dañs, sonerezh pe c'hoazh arvestoù evit ar vugale, kement-mañ evit digor dorioù an c'hoariva d'an holl. Gouiamp pelloc'h get Anais ar Ruyet, karget a gehentiñ e C'hoariva an Oriant.