Gouel al labour douar peizant 'vo 'ba Sant-Laorañs 'benn disadorn
Benn disadorn 'vo devezh gouel al labour douar peizant e Sant Laorañs, 'kichen Bear, e bro Dreger. Gant ar gevredigezh « agriculture paysanne » eo aozet, homañ tost d'ar sindikad confédération paysanne, asambles gant War-dro an Natur, les amis du Palakred, hag MJC Bear. Ur gouel ha digarez da deskiñ ouzhpenn, gant atalieroù, ha prezegenn.
Kristen Bodros a gemer perzh en aozañ, lâret 'ra deomp penaos 'oa ganet ar soñj da sevel ur seurt gouel. Gant Tudual Karluer.