"An dour: ur binvidigezh e dañjer".
Setu an tem 'vo displeget 'benn dilun kentañ 'kerzh ar prezegennoù 'vo kinniget da geñver ar gouel "Ar marc'had war an dour". Ur marc'had 'zo aozet war bord lenn an Drenneg 'ba Sizun. 'vit ar pempzekvet bloaz. Selaouomp Gaelle Roze, ezelez eus ar gevredigezh Bro an Are 'zo penn ar gouel, doh mikro Erwan Blanchard.
Etre 10e ha 7e war an draezhenn, kichen ar stankell e vo ar marc'had. Ur bern animassionnoù 'vo kinniget: war dro ar sonerezh, ar mod da sevel keleien 'vit pesketa, pe c'hoazh 'vo posubl gweladenniñ ar stankenn. An devezh 'vo klozet gant ur sonadeg gant Maïon ha Wenn.