Mell-droad : Kembre - Iwerzhon Norzh 'benn àrc'hoazh e Gwengamp.
Kampionad Europa mell-droad. 'Benn arc'hoazh 'vo skignet ar match etre Kembre hag Iwerzhon an Norzh e kreizenn sevenadurel vrezhon Gwengamp. Na petra 'ta, ur match mell-droad en ur greizenn sevenadurel vrezhon? Sur deoc'h n'eo ket forzh peseurt hini, gant skipailhoù broioù keltiek. En tu-hont da se zo fellet reiñ un tamm enor da skipailhad Kembre , en deus graet gant ar brezhoneg evit e gemennoù abaoe 'mañ amañ. Dre m'int staliet e Breizh e kave dezhe 'oa deus ar reishañ. Muioc'h a displegadennoù gant Gi Kerherve, prezidant kreizenn sevenadurel Gwengamp. Gant Tugdual Karluer.