Milizag ha Gwiproñvel : div gumun o timeziñ
Dilun noz 'oa votet gant kuzulierien kêr vMilizag ha Gwiproñvel sevel ur gumunn asambles. Kement 'mañ 'zo posubl gant al lezenn Notre war adkempenn an tiriadoù lec'hel. Adalek devezh kentañ ar bloavezh 2017 eo ur gumunn gant 4213 annezad 'vo Milizag-Gwiproñvel, 'ba hanter noz Brest. Evit Monique ar Gall, maer Gwiproñvel, eo normal an eured mañ. Labourat 'ra o div gumunn asambles abaoe pell. Gant Erwan Blanchard.