en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Ur vanifestadeg enep d'an difenn da vanifestiñ e Gwengamp dimerc'her

Ur vanifestadeg enep d'an difenn da vanifestiñ e Gwengamp dimerc'her

Dimerc'her d'abardaez noz 'oa manifestet e Gwengamp, 'enep. d'an difenn da vanifestiñ end-eeun! Disul beure 'oa en em gavet an archerien en un ti didu e kreiz Breizh, da reiñ da c'hoût d'ur paotr 'oa difennet diontañ mont da vanifestiñ dimeurzh. Un diviz melestradurel, diazezet war ar fed 'oa bet kondaonet an den e 2014 da-geñver ur vanifestadeg en Naoned 'enep d'ar raktres aerborzh e Kernitron al Lann. Tost da gant a dud 'oa bet dirak an isprefeti ha war ruioù Gwengamp dimerc'her, diwar galv Sindikad Labourerien Breizh, CGT, FSU, Solidaires, Breizh o Stourm, NPA. Selaouomp displegadennoù manifesterien zo, Dero Huellou, ha Yohann Kolaz. Gant TK.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio