Ur sindikad da vodañ ar stalioù bresiñ bihan
Ur sindikad 'zo o paouez bout krouet gant perc'henned stalioù bresiñ bihan. Betegen 'oant bodet 'ba sindikad breserien Bro-C'hall asambles gant embregerezhioù etrevroadell. Met pemp miz 'zo 'oa divizet mont kuit eus ar sindikad mañ gant ar vreserien artizanel dezho da gaout o frankiz. Selaouomp displegadennoù Gwenole Ollivier 'zo entanet evit mont e-barzh ar sindikad. Kroet 'neus e stal vresiñ "D'istribilh" daou vloaz 'zo 'ba Plouider, e-kichen Lesneven. Gant Erwan Blanchard.