keleier 5:30 noz
@@@Penn ar Bed numérique : an internet evit razh an dud ?@@@
"Penn ar Bed numerique" 'zo ur rouedad douget get ar c'huzul departamant evit ma tahe a-benn razh an dud da gavout internet 'ba gêr. Un emglev 'zo bet sinet etre an departamant ha div embregerezh evit-se. Axione ha ETDE a geunnig d'an dud n'o deus ket an ADSL, bout luget dre ur sistem Wimax kreñv, get 10 megabit, e lec'h 2 a-raok. Un niverenn bellgomz ispesial 'zo bet lakaet e plas evit brudañ ar "Penn ar Bed numérique" 'neus displeget François Marc, kuzulier-meur d'ar vaered a Gerne-Uhel oa bodet e Kastell-nevez ar Faou ar sizhun dremenet.
Ar reportaj get Anne Gouerou
@@@Ur staj hañv evit krogiñ pe kendalc'h get ar brezhoneg.@@@
Evit ar bedervet gwezh e embann ar c'hengevredad DAO - Deskiñ d'an Oadourion ur levrig evit brudiñ ar stajoù hañv. Ar blez-mañ e vo keunniget pemzek staj get 6 kreizenn stummiñ dishenval, hag evit liveoù yezh a-bep seurt. Àrlané noa kresket an niver a dud doa heuliet ur staj brezhoneg e-korv an hañv. Ur momant bourrus èl ma lâr deomp Emilie Le Bailh, kargadez a ziorren e DAO.
Amañ
@@@Kan ar Basion.@@@
'Benn digwener, da nav eur noz, 'vo kanet kan ar basion e Plougernevel e bro Fañch. Ur ganenn hengounel a veze kanet da goulz Pask eo, en teir lodenn : ar basion vras, ar basion vihan hag an añjeluz. N'int ket kantikoù da vad, med kentoch un doare gwerzioù é tennañ da zanvez relijiel. Evit an trede blead eo bet adlañset gae Dominique Jouve, Olivane AR c'ham, Marsel Gwilhou ha Yann Fañch Kemener. Dec'h da noz 'oa ur bleustradeg, d'an dud d'en em voaziañ doh ar pozioù ha doh an ton evit gelliñ respont da Yann Fañch Kemener 'benn digwener. Hemañ a lâr deomp petra eo kan ar basion dre just,
Doh mikro Tudual Karluer