itinérances, dorioù digor en atalieroù arzourien e kornaoueg kreiz Breizh, 7,8,9 a viz Ebrel
Etre disadorn ha dilun, war digarez un dibenn sizhunvezh hir, 'vo digoret dorejoù atalieroù arzourien, dre holl e kornaoueg kreiz Breizh. Gant Arts et Cob eo aozet an darvoud, anvet «itinérances», evit ar c'hwec'hvet gwezh. Tro 'vo dre se da zizoloiñ en tu all da dri ugent a arzourien war o lec'h labour, livourien, tresourien, tennerien poltriji, kizellerien& Fañch Venner zo kizeller just 'walc'h, war vein hag arem. Digoret 'neus an norejoù deomp war e atalier en a-raok. Lâret 'ra deomp penaos 'oa stag da labourat war an arem seizh vloaz zo. Gant TK