ADMR 29 e dibennfreuzadur: ne vo ket adprenet gant AD 29
Divizet 'oa dec'h gant lez-varn Brest: lakaet 'vo ar gengevredad ADMR 29 e dibennfreuzadur barnerzherel. Met 'vo ket aotret AD 29 (Aide à domicile 29) da degemer an ADMR 'ba e aozadur. Kinniget 'oa gant AD 29 reiñ 300 000 euro 'vit adprenañ an ADMR ha degemer c'hwec'h implijad ha tregont eus ar gengevredad. Ur raktres soutenet gant dileuridi an implijidi. Selaouomp Michel Bourdonneg, prezidant AD 29. Gant Erwan Blanchard.