Miliadoù a dud o tifenn ar brezhoneg e Kemper
E pep bro eus Frañs 'oa galvet an dud da vanifestiñ disadorn 31 a viz Meurzh evit difenn o yezhoù rannvro. Etre 10.000 ha 12.000 den 'oa deuet neuze betek Kemper. Ur vanifestadeg vrav - dindan an heol - startijenn e-leizh gant an dud. Leun a fent ivez. Ar re yaouank o deus diskouezhet o youl hag ar strollad Ai'ta 'neus graet berzh gant e genstrivadeg tro-dro ar paneloù distaliet gant stourmerien ar vro. Deomp d'ober un dro diouzhtu e kreiz ar vanifestadeg.