en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5e30 : politikerezh yezh ar rannvro

Keleier 5e30 : politikerezh yezh ar rannvro

@@@Politikerezh yezh ar rannvro : "brittophone" pe "bretonnant"@@@ Ar politikerezh evit ar yezhoù rannvro e Breizh 'zo bet votet dec'h gant ar c'huzul rannvro. Deus an tu kleiz 'zo bet lañset un tabut gant Gérard Lahellec diwar benn an doare da gomz eus ar vrezhonegerien e galleg. « Brittophones » pe "« bretonnants ». Araouezus eo ar gêrioù eus daoreoù disheñvel da wel dazont ar brezhoneg, hervez Gérard Lahellec a zifenn ur yezh poblek. Petra o deus soñjet an dilennidi brezhonegerien eus an tabut-se ?Selaouit da gentañ respont Jean-Claude Lessard ha goude hini Naig Gars @@@Le galo, qhi q'c'ét don ?@@@ Setu titl ul levr savet evit dizolein ar yezh galo. Deus pelec'h e teu ? Gant piv vez komzet? Petra eo istor ar yezh-mañ ? Penaos vez lâret tra-mañ-tra? A-bep seurt zo da zeskiñ en un doare aes ha bourrus el levr bihan-mañ. Selaouamp Anna-Vari Pelhate a zispleg deomp danvez al levr, douzh mikro Andréa ar Gal, deus RBG @@@Karnaval ar vugale 'ba Landerne@@@ Lañset eo ar C'harnaval 'ba Landerne gant ar vugale, hiziv ! 2700 anezho 'neunt dibunet war straedoù ar gêr. Leun a livioù, leun a dud deuet da welet bugale an holl skolioù eus kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz ! Deomp d'ober un tamm tro 'bar gouel diouzhtu

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio