Antoine Kombouare: gourdoner nevez EAG!
Antoine Kombouare 'zo bet anvet gourdoner skipailh melldroad War Raok Gwengamp 'vit ar bloavezh kentañ. Kemer 'ra plas Jocelyn Gourvenneg 'zo aet da Vourdel goude bout gourdonet skipailh Bro-Dreger 'pad 6 vloaz ha kaset ar re ruz ha du eus ar c'hampionad National (trede rummad) d'al Lig 1 ha gounit Kib Bro-C'hall e 2014. Antoine Kombouaré 'neus sinet ur gevrat tri bloavezh gant ar pal staliañ War Raok Gwengamp e Lig 1 'vo ket aes dont war lerc'h Gourvenneg met un dibab mat hervez Albert Coquil, supporter War Raok Gwengamp ha bet kazetenner war ar sportoù 'vit ar gazetenn "Le Telegramme".